Muntr Iris Coëtmen: Christophe Raule a ra galv, eur varnadeg nevez a vo
Kondaonet d'ar c'hastiz uhelañ d'ar 16 a viz Here evid muntr Iris Coëtmen, Christophe Raule en deus graet galv d'ar 26 a viz Here, devez diwezañ an termen: eur varnadeg nevez a vo, a-benn eur bloaz bennak.
Gand Avel Ru · · Lenn ar pennad-mañ e galleg
Ranna ar pennad-mañ

War ribl ar Blavez, e Lanester, e voe kavet korf noaz Iris Coëtmen, 23 vloaz, beure ar 27 a viz Mae 2023. Tri bloaz ha pemp miz goude, lezvarn an assizou er Mor-Bihan, e Gwened, he deus kondaonet Christophe Raule d'ar c'hastiz uhelañ. Bremañ e ra galv: eur varnadeg nevez a vo.
Soñjou al lennerien
…