Istor

Sant Erwan ar Wirionez, ar sant a varne betek ar maro

E Bro-Dreger, e-pad kantvedou, e veze gouestlet an enebourien da Sant Erwan ar Wirionez evid ma varvfent a-raok penn ar bloaz: eur gredenn a stourmas an Iliz hag al lezvarnou outi betek dibenn an 19vet kantved.

Gand Barz Koz · · Lenn ar pennad-mañ e galleg

Ranna ar pennad-mañ

Eun oratoar maen bihan war eun dosenn goloet a lann, e-kichen eur ster, ha Landreger en tu all gand tour an iliz-veur. En eur c'hreun, eun delwenn goz euz eur sant.

Alvokad ar beorien, barner reiz ha karet: setu Sant Erwan evel ma vez lidet e Landreger. Met e Bro-Dreger hag e Goelo, e-pad kantvedou, e veze pedet eur Sant Erwan all, teñvaloh, a veze goulennet digantañ barn ha kastiz: Sant Erwan ar Wirionez.

Ranna ar pennad-mañ

Soñjou al lennerien

…