Kounnar e straedou Frans: liseidi, Jiletennou Melen ha sindikadou kevret
Abaoe dibenn miz Gwengolo, liseou stanket, kerzadegou bras ha galvou d'an harz-labour a heul an eil egile e Frans. D'ar 24 a viz Here e oa 410 000 a vanifesterien hervez Ministrerez an Diabarz, tost da 800 000 hervez ar CGT. Hiziv ez eo gortozet respontou ar gouarnamant.
Gand Hent ha Ster · · Lenn ar pennad-mañ e galleg

Liseou stanket, kroazentou-tro dalhet, straedou leun a dud: abaoe eur miz bennak e kav ar gounnar sokial he leh e pep korn euz Frans. Al liseidi o deus kroget, ar Jiletennou Melen a zo distroet, hag ar sindikadou a c'halv d'eun devez harz-labour broadel d'ar Yaou 5 a viz Du.
Soñjou al lennerien
…